katalog AL LEVRIOŁ

 

 

Almanak ar Breizad 1924

14,8 x 21 cm - 38 p - 1 euro - 1990

N’eus ken gant an almanakoł ar brud a oa ganto gwechall: unan a oa e pep ti pe dost hag alies e oa an almanak al levr nemetań prenet er bloaz. Setu ur skouer eus ar re a veze embannet gwechall. Amań hini ar gelaouenn Courrier du Finistčre.

An aotrou Bimbochet e Breizh

Roparz Hemon

14,8 x 21 cm - 81 p - 6,50 euro - 1990

Beaj ur c’helenner galleg en ur Vreizh faltaziet eus an xxiivet kantved. Dizoloit al levr zo bet komzet kalz diwar e benn savet gant un den ken brudet all, ha grit ho sońj warnań drezoc’h hoc’h-unan.

An ti a drizek siminal

Roparz Hemon

14,8 x 21 cm - 143 p - 9 euro - 1998

ISBN 2-910699-27-7

Youenn Jigouzo, kazetenner en Oriant, a zeu da Gameled da vakańsiń. Kerkent hag an noz kentań avat ez eo test eus ul lazhadenn graet en un ti a oa brud iskis gantań: an ti a drizek siminal… Ur romant berr “dre-wall-biv” aes da lenn, savet e Brezhoneg Eeun.

Anna: ur vuhez e Douarnenez

Gwendal Denez

14,8 x 21 cm - 100 p - 8 euro - 1996

ISBN 2-910699-15-3

Anna a gont he buhez, ur vuhez labour e Douarnenez: dastumet he c’homzoł gant Gwendal Denez – kalz a skeudennoł familh zo da heul ar skrid.

Ar bed dre ar brezhoneg

Roparz Hemon

14,8 x 21 cm - 195 p - 8 euro - 1994

E-pad tremen ugent vloaz ez embannas Roparz Hemon ur gazetenn liesskrivet kempenn anvet Ar Bed Keltiek. En Iwerzhon e oa Roparz Hemon o vevań neuze. Meur a skrid tennet eus Ar Bed Keltiek a zo bet adembannet ganeomp e stumm levrioł. Amań e kinnigomp un dibab 57 pennad, hir pe hiroc’h, o plediń gant a bep seurt krafoł, a dalvoudegezh hiziv evel dec’h, evit kement hini a zo prederiet gant hon dazont...

Ar follez yaouank

Fant R. Meaven

14,8 x 21 cm - 48 p - 4 euro - 1973

Pa’z eas F. R. Meavenn da Iwerzhon e 1932 e oa ken bev eńvor ar brezel diabarzh ha pa vije bet o paouez echuiń. Un degouezh a seurt gant an darvoudoł spontus a c’hoarvezas er brezel etre Iwerzhoniz he deus taolennet er Follez yaouank. Awenet e oa bet film Yves Allegret “La jeune folle” gant al levr-mań. Oberenn ur vaouez ha n’eus ket bet kalz evelti el lennegezh vrezhonek.

Ar Gwag war ar C’hro

G. Letard-Morliguen

14,8 x 21 cm - 51 p -  4 euro - 1992

Un torkad barzhonegoł intret gant ar garantez, karantez ar bed penn-da-benn hag an holl draoł, an holl voudoł zo ennań, karantez an natur tro-dro, ar mor pergen, hag ar garantez-gour ivez…

Ar Vleizez

Paol Feval

14,8 x 21 cm - 183 p - 8 euro - 1995

ISBN 2-910699-02-1

Brezhoneg gant Per Denez hag Ernest ar Barzhig. Breton e oa Paol Feval (1817-1887), ganet e Roazhon. Ne oa ket Breton dre e c’hanedigezh hepken avat: ul lodenn vras eus e oberenn a zo awenet gant ar garantez evit Breizh, ha zoken evit Keltia. Gant Per Denez eo bet troet al levr-mań – en e yaouankiz – hag adskrivet penn-da-benn gant Ernest ar Barzhig. Ur romant a stourm evit Breizh eo hag a dremen e Bro-Roazhon un 250 vloaz zo bennak...

Ar vuhez war ar maez

Y.-E. Kemener

21 x 29,7 cm - 127 p -  6,50 euro - 1983

Amań e kavor testenioł bet enrollet gant Yann-Erwan Kemener e-kerzh ar bloavezhioł 1977 ha 1978. Ne vo ket lennet er pajennadoł-mań buhezioł burzhudus pe leun a droioł-kaer, en enep. Buhezioł eeun a vez danevellet. Ur skouer feal eo eus doare komz ar re ziwezhań zo bet ar brezhoneg o yezh pemdez.

Askornouriezh

Yann Ezel

21 x 29,7 cm - 147 p - 5,50 euro - 1982

Yann Ezel (1908–1967) en deus graet e studioł e Roazhon m’en deus tapet e desteni-doktorelezh war ar vezegiezh. Kar e yezh ha kar e vicher en deus bet c’hoant da sevel ul labour a liammfe an eil ouzh eben. Ul labour gant tresadennoł pizh ha niverus da harpań an destenn.

Barzhaz dianav ha Barzhaz troet

Roparz Hemon

14,8 x 21 cm - 182 p -  8 euro - 1997

ISBN 2-910699-21-8

Barzhonegoł troet gant Roparz Hemon diwar veur a yezh. Hag un taol-faltazi eus e berzh: dindan an anv “Barzhaz Dianav”, barzhonegoł a bep seurt e doare liesseurt dindan anvioł tud ijinet gantań.

Barzhonegoł

Jakez Riou

14,8 x 21 cm - 25 p - 3 euro - 1993

Ma oa Jakez Riou ur gwir varzh, ha ma’z eus barzhoniezh e pep unan eus e skridoł, ne savas ket koulskoude kalz barzhonegoł. Kinnig a reomp amań d’al lenner kement barzhoneg a zo chomet diwar e zorn – nemet e skridoł yaouankiz na fellas dezhań biskoazh o lakaat moullań.

Tener e vez e varzhonegoł, bresk evel ar balafenned a ganont, hag intret, evel e zanevelloł, gant ur meizadur du ha dic’hoanag eus ar bed…

Bezhinerien en enezeier

Fańch Elégoėt

21 x 29,7 cm - 117 p - 6,50 euro - stumm luc'heilet - 1982

 

Gwechall an neb n’en devoa ket a zouar a-walc’h evit gellout bevań a ranke mont da vevel pe da zevezhier, da labourat douar evit ar re all. En Arvor e c’helle ivez mont da besketa pe da vezhina. Bezhina war aodoł an douar bras pe mont d’an enezennoł. F. Elégoėt en deus klasket gouzout ar pezh a oa buhez bezhinerien an enezeier o tastum komzoł Maryvonne Appriou ha Job F. o-daou a Lilia-Plougerne.

Breizh ha pobloł Europa, pennadoł en enor da bPer Denez

Pennadoł dastumet gant Herve ar Bihan

14,8 x 21 cm - 738 p - 20 euro - 1999

ISBN 2-910699-31-5

Un nebeud bloavezhioł zo ez ae war e leve ar c’helenner Per Denez, unan eus ar re o devo labouret ar muiań, er c’hantved-mań, evit mad ar brezhoneg. Kelenner eo bet e Skol-Veur Roazhon 2, met bez’ ez eo skrivagner, yezhoniour, pedagogour ivez. Sed e kavor en torkad-mań 51 pennad a-zivout an tachennoł bet pleustret gantań ha skridoł all a-berzh klaskerien all, eus Anders Ahlqvist da Rita Williams, deuet eus un tammig a bep lec’h war an douar. Ur prenestr digor war ar bed eo an dibab skridoł-mań eta, dres evel m’eo bet buhez Per Denez.

Brezhoneg… Buan hag Aes - Bretonisch… Schnell und Mühelos

Per Denez & Gerard Cornillet

14,8 x 21 cm - 256 p - 12 euro - 2001

ISBN 2-910699-46-3

Troet eo bet en alamaneg gant Gerard Cornillet kelenner war an alamaneg ha doktor war ar studioł keltiek. Karget a gentelioł brezhoneg e Skol-Veur Paris VIII hag en École Pratique des Hautes-Études eo bet kent distreiń da Vreizh. Unan eus kenskridaozerien Geriadur Brezhoneg an Here, prezidant Skol Ober ha kenlabourer d’ar gelaouenn ArMen, en deus savet ivez meur a bennad diwar-benn ar yezh hag al lennegezh vrezhonek. Troer eo bet evit tiez embann ken e Breizh hag e broioł estren evel en Alamagn ma labouras gant an ti embann Bertelsmann. Savet eo bet gantań ar geriadur divyezhek alamaneg-brezhoneg deuet er-maez gant Mouladurioł Hor Yezh.

Brezhoneg… Buan hag Aes - El Bretó… Rapid I Fącil

Per Denez & Immaculada Fąbregas i Alegret

14,8 x 21 cm - 256 p - 12 euro - 2001

ISBN 2-910699-46-3

Troidigezh e katalaneg. Gant Immaculada Fąbregas i Alegret eo bet kaset al labour-mań da benn. Doktor eo-hi e Yezhoniezh Katalaneg ha Kelennerez e Skol-Veur Kreisteiz Breizh. Un droidigezh aketus zo bet graet evit lakaat an displegadennoł da glotań gant ereadurezh ar c’hatalaneg.

Brezhoneg… Buan hag Aes en esperanteg - La Bretona Lingvo… Rapide kaj facile

Per Denez & Merwen Runpaot

14,8 x 21 cm - 256 p - 12 euro - 1997

ISBN 2-910699-22-6

Gant Merwen Runpaot eo bet troet al levr en esperanteg. Ur prof a-zoare d’an esperantegourien arallvro.

Buhez hag oberoł Erwan Vertou-Kaledvoulc’h

Thierry Chātel

14,8 x 21 cm - 184 p - 10 euro - 1997

ISBN 2-910699-20-X

Bet eo Berthou ur skrivagner prizet e deroł an xxvet kantved, drouiz-meur ar Gorsez, marv er brasań dienez. Thierry Chātel, savet gantań un dezenn diwar e benn, a gont istor e vuhez hag a embann un dibab eus e varzhonegoł.

C’hoariva troet

Roparz Hemon

14,8 x 21 cm - 200 p - 7 euro - 1991

Pemp pezh-c’hoari gant skrivagnerien disheńvel: Aleksandr Blok, Miguel de Cervantes, Christopher Marlowe, Euripides ha William Shakespeare. Klokaat a ra al levr-mań niverennoł Skrid a voulc’he labour embann ar pezhioł-c’hoari troet gant Roparz Hemon.

Canu Llywarch – Barzhoniezh Lewarc’h Hen

Klerg & Ifor Williams

14,8 x 21 cm - 136 p - 12 euro - 2001

ISBN 2-910699-44-7

E-touez ar skridoł predenek koshań ez eo moarvat Canu Llywarch Hen – Barzhoniezh Lewarc’h Hen an tostań dimp abalamour d’an trivliadennoł denel eztaolet ennań. N’eo ket souezhus eta en dije Klerg (1912-1984), brezhoneger eus an dibab, pledet abred gant troidigezh tonkad Llywarch Hen. Lakaet en deus enni e holl ampartiz ha gras dezhań e c’hellomp adpiaouiń ul lodenn eus hon hźrezh lennegel.

Gant Ifor Williams (1881-1965), unan eus brasań gouizeien gembraek an ugentvet kantved, eo bet embannet ha studiet ar skridoł koshań liammet gant henlennegezh Kembre. Skrid orin Canu Llywarch Hen diazezet gant Ifor Williams zo embannet el levr-mań gant aotre hegarat e hźred.

Charlez Rolland eus Gwerliskin

Per Salaun

21 x 29,7 cm - 84 p - 5 euro - stumm luc’heilet - 1983

 

E dibenn an xixvet hag e deroł an XXvet kantved e oa bet kalz a varzhed e Breizh. Lod zo bet anavezet-kaer ha re all tost dianav. Marteze ez oc’h evel Per Salaun, a-raok dezhań sevel ar studiadenn-mań, ha ne anavezit ket Charlez Rolland? Koulskoude e oa brudet a-walc’h ar barzh en e amzer e trowardroioł Gwerliskin. Al labour a dalvezo deoc’h d’ober anaoudegezh gant ar barzh hag an den souezhus eo bet.

Contes traditionnels de Bretagne

F.M. Luzel

Levr 2 14,8 x 21 cm - 220 p - 16 euro - 1994

ISBN 2-910699-00-5

Levr 5 14,8 x 21cm - 219 p - 16 euro - 1995

ISBN 2-910699-06-4

 

Un embann a-stroll zo bet graet gant tri zi-embann eus Breizh: An Here, Hor Yezh ha Mouladurioł Hor Yezh. C’hwec’h levrenn zo en holl. An holl gontadennoł a oa bet prientet gant Fańch an Uhel e galleg a gavor en dastumad-mań da lavaret eo ouzhpenn kant kontadenn. Peadra d’ober anaoudegezh gant spered pobl Breizh, gant danevelloł ma vez klevet c’hoazh frond troioł-kaer an harozed a-wechall.

El levrenn gentań e c’hello al lenner kavout ur rakskrid – savet gant Per Denez – diwar-benn buhez an dastumer, kement ha diwar hini an eilskriver a oa eus Joseph Ollivier rak heptań ne vije ket bet aes adkavout an holl skridoł-se. Evit golo pep levrenn he deus savet Dodik ur skeudenn diembann.

Danevelloł iwerzhonek

Roparz Hemon

14,8 x 21 cm - 110 p - 7 euro - 1992

Setu ul lodenn eus lennegezh hon hendadoł, ar Gelted. Deuit da zizoleiń troioł-kaer Diarmuid, Mab Conglin, Connla... kement a anvioł brudet en Iwerzhon. Un dudi evit an holl re a vez plijet gant ar c’hontadennoł hag an danevelloł meur burzhudus.

Danevelloł kozh Danvez Breizh

Roparz Hemon

14,8 x 21 cm - 164 p - 7,50 euro - 1992

Er grennamzer ez eo bet levezonet kalz arzourien Europa gant lennegezh Breizh, kement hag en amzer ar romantelezh. Siwazh n’hon eus evel testeni eus an amzer-se nemet skridoł e yezhoł all. Setu perak e tivizas Roparz Hemon reiń un nebeud skridoł gant skrivagnerien a-ziforc’h evel Thomas Mallory, Marie de France pe Geoffrey Chaucer. Setu peadra da dizhout ene Breizh hag ar Vretoned en ur yezh eeun.

Dihunamb

Daniel Carré

21 x 29,7 cm - 302 p - 20 euro an div levrenn - stumm luc'heilet - 1987

 

Istitl: studiadenn war an niverennoł embannet etre 1905 ha 1914 (div levrenn)

Ur pezh mell labour eo en deus graet Daniel Carré. Kinniget e oa bet gantań evel kounskrid mestroniezh e Skol-Veur Roazhon 2 e 1985. Ur studiadenn skouer eo evit a sell ouzh digejań, dielfennań ha kinnig danvez ur gelaouenn. Ouzhpenn displegań d’al lenner petra a oa Dihunamb e ro dimp ur roll eus ar pennadoł bet embannet enni. Gant-se ez eo talvoudek ken d’al lenner ranell ken d’ar studier war ar yezh pe al lennegezh.

Doare tieien e Tregourez diwar ar paper timbr

Per Salaun

21 x 29,7 cm - 75 p - 2,50 euro - stumm luc'heilet - 1984

Penaos e veve an dud gwechall? Alies e vez kontet o buhez gant an dud hag un testeni a-ziabarzh eo. Ur sell a-ziavaez e kinnig Per Salaun dimp amań. Diwar ar paper timbr en deus studiet gizioł an dud a-wechall. Kźr Dregourez hag he zrowardroioł eo bevenn e labour. Un alberz mat eo avat eus an doareoł bevań etre ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved. Freuz ha reuz a voe e Breizh ivez abalamour dezhań... Gant dielloł, kartennoł ha taolennoł.

E bro ar richer c’hlas

Francisco Cāndido Xavier

Tr. Goulven Jacq

21 x 29,7 cm - 178 p - 5 euro - 1983

Francisco Cāndido Xavier zo ur mediom brazilian brudet. Kinnig a ra dimp amań ur sell war ar bed all gras da genlabour Andre Luiz. Hennezh eo en deus kantreet e bed iskis Nosso Lar (Hon Oaled). Heńvel a-walc’h ouzh ur vuhez all eo ar gantreadenn-se…

E gwinieg an Tad

Goulven Jacq

21 x 29,7 cm - 105 p - 3 euro - 1981

Ur vuhez ispisial en deus renet Goulven Jacq. Beajer ma’z eus bet unan. N’eas ket evit dizoleiń ar bed, nag evit kejań gant tud a bep seurt, nann. Klask a reas war-lerc’h ar Graal, e c’hraal, a-benn kavout ar peoc’h hag ar goanag.

Edgar Poe

Tr. Per Denez

14,8 x 21 cm - 116 p - 11 euro - 1995

ISBN 2-910699-03-X

Brezhoneg gant Per Denez. Heńvel ouzh e vuhez verr – ne oa ket daou-ugent vloaz pa’z eo marv (1811? – 1849) – ez eo danevelloł Edgar Allan Poe: dibaouez war vrańsigell etre furnez hag alkool, etre preder ha follentez. Ur seurt all a skridoł a zo diwar e zorn; istorioł furcherezh hag a ra eus ar skrivagner amerikan, gouez da dud zo, tad ar romantoł-polis. N’eo ket d’an istorioł-se avat eo douget Per Denez: an danevelloł krisań, follań ha duań en deus dibabet treiń, ken du hag ar c’hazh du a gaso e berc’henn d’ar groug, ken du ha Bran ar varzhoniezh o koagal he “Biken ken!”. Gant Edgar Poe e vez atav ur fin du da bep tra. – Meur a vrezhoneger, moarvat, a gavo spont ha dudi ouzh e lenn.

Eléments de la grammaire bretonne

Abbé J. Hingant

14,6 x 20,8 cm - 217 p - diviet

Adembannadur yezhadur an aotrou J. Hingant bet embannet evit ar wech kentań e 1868. Savet evit ar c’hallegerien. Ul levr dudius evit kement studier war ar yezh.

Emgann Alre

F.M. Klec'h

diviet

   

En Basse-Bretagne

F.M. Luzel

14,8 x 21 cm - 152 p -  8 euro - 1996

ISBN 2-910699-17-X

Istor unan eus e droiadoł furcherezh gant Fańch an Uhel – tennet eus “Revue de Bretagne et de Vendée”.

Eńvorennoł ur... Barzhig

Ernest ar Barzhig

diviet

   

Eńvorioł ur C’haper droch

Eujen Chalm

21 x 29,7 cm - 211 p - 8 euro - 1990

Dizoleiń a reor gant al levr-mań kentań skrid Eujen Chalm. Kentań skrid hag eńvorennoł kentań. Ouzhpenn un testeni a vo kavet amań rak kalz a draoł bet kontet dezhań en deus silet Eujen Chalm. Talvoudek eo ivez evit al luc’hskeudennoł a vez kavet a-leizh a-hed al levr.

Er Fouilhez gwechall

Ivonig Pikard

14,8 x 21 cm - 118 p - 6 euro - 1992

E 1859 eo bet ganet Ivonig Pikard er Fouilhez. Ur barrez bras a-walc’h e oa d’ar c’houlz-se. Ar Fouilhez, e diegezh hag e vuhez a gont an oberour dimp e stumm barzhonegoł. N’eo ket holl oberennoł Pikard a vez kinniget el levr-mań. Gant Gwendal Denez, kelenner e Skol-Veur Breizh-Uhel Roazhon 2 eo bet graet an dibab. Ur rakskrid dudius zo bet savet gantań da c’houzout hiroc’h diwar an amzer-se ha diwar ar skrivagner e-unan.  

Eus an tu all

Y.-F. Jacq

14,8 x 21 cm - 62 p -  3 euro - 1983

  Ur pezh ugent lur a gont dimp e vuhez en ur vont a c'hodell da c'hodell, en ur sellet ouzh an amzer o tremen, en ur selaou komzoł tud paour pe baouroc'h. Un istor souezhus en ur yezh pobl. Danevell gentań un den zo brudet bremań e bed ar skrivań.

Evned Breizh

Claude Péridy

14,8 x 21 cm - 139 p -  5 euro - 1995

ISBN 2-910699-08-0

Ul levrig gant skeudennoł liv gant ar pep retań da c’houzout diwar-benn evned hor bro.

Furnez ha Faltazi

Roparz Hemon

14,8 x 21 cm - 128 p - 8 euro - 1998

ISBN 2-910699-26-9

Skridoł eeun ha berr a-walc’h eo a ginnigomp amań d’al lenner. Tennet int bet eus div gelaouenn Gwalarn hag Ar Bed Keltiek. El lodenn a denn d’ar furnez e kavor danvez da brederiań war hon emzalc’h, war ar yezh... ha goude ez eus peadra da gaout dudi gant al lodenn faltazi, anezhi kontadennoł troet pe savet gant R. Hemon. Embannet eo bet al levr-mań da geńver ungentvet deiz-ha-bloaz marv Roparz Hemon.

Geriadur bihan ar Sonerezh, Vocabulaire musical breton-franēais

Perig Herbert & Jil Ewan

14,8 x 21 cm - 158 p - 7 euro - 1990

Dibabet o deus Perig Herbert ha Jil Ewan plediń gant un danvez tost ouzh o c’halon: ar sonouriezh. Gwelloc’h c’hoazh: ar sonouriezh an hini eo a zo bet micher Perig Herbert, war un dro sonaozour ha rener an obererezhioł-sonerezh e Vitry-sur-Seine ha pennrener ar Skol-sonerezh en hevelep kźr abaoe 1985. Aliet da gement hini a zo tomm e galon ouzh ar sonerezh hag ouzh ar yezh.

Geriadur Harinquin (1699)

Gwennole ar Menn

21 x 29,7 cm - 81 p - 4 euro - stumm luc'heilet - 1979

 

E geriadur Le Pelletier eo e vez graet anv eus geriadur Harinquin. Alies e veze meneget geriadur Harinquin e hini Le Pelletier. Setu perak e reas e sońj Gwennole ar Menn sevel roll ar gerioł tennet anezhań ha sevel un dielfennadur diwar o fenn.

Geriadurig an troioł-lavar poblel

Roparz Hemon

14,8 x 21 cm - 142 p -  diviet

Pa venner deskiń ha komz mat ur yezh n’eo ket gant ar gerioł o-unan e vez ar muiań a vec’h, gant an troioł-lavar ne lavaran ket. Kinniget e vez amań 142 bajennad troioł-lavar dastumet e skridoł skrivagnerien-pobl a bep seurt eus Breizh a-bezh. Ul levr talvoudus evit an holl, deskard pe get war ar yezh.

Geriaoueg ha Notennoł-Yezh

Yeun ar Gow

14,8 x 21 cm - 152 p - 11,50 euro - 2000

ISBN 2-910699-43-9

Brudet eo Yeun ar Gow (1897-1966) evit brezhoneg pinvidik e oberennoł. Gant al levr-mań e kinniger e holl notennoł-yezh bet embannet e meur a gelaouenn disheńvel adalek ar bloavezhioł 30. Pinvidikaet eo bet al labour-se gant gerioł ha troiennoł bet pennaouet e meur a oberenn savet gantań. Yeun ar Gow a ro dimp, evel-se ur sell war ar yezh etre brezhoneg saourus ar pemdez e Kernev ha brezhoneg al lenneien oc’h arveriń gerioł kozh ha dispredet, met talvoudus koulskoude. Ar furcher koulz hag an deskard a raio o mad eus al labour prizius-mań.

Geriaoueg Sant-Ivi

Alan Heusaff

14,8 x 21 cm - 330 p - 15 euro - 1996

ISBN 2-910699-04-8

Unan eus geriadurioł lec’hel ar gwellań eo an oberenn-mań. N’eus ket fellet da Alan Heussaff reiń rolloł-gerioł “diaes”, evel ma veze lavaret gwechall, pe “nebeut anavezet”, pe troioł-lavar souezhus ha dic’hortoz: ur c’heriaoueg eus ar re glokań ma’z eus tu d’ober eus yezh Sant-Ivi e ro dimp en he 330 pajennad.

Grand dictionnaire Franēais–Breton du dialecte de Vannes

G.-L. Guilloux

Levr 1 (A-E) 21 x 29,7 cm - 102 p - 7 euro - stumm luc'heilet - 1984

Levr 2 (F-O) 21 x 29,7 cm - 94 p - 7 euro - stumm luc'heilet - 1988

Levr 3 (P-Z) 21 x 29,7 cm - 84 p - 7 euro - 1992

Dastumad gerioł brezhonek eo an istitl zo bet roet d’al labour-mań gant an oberour e-unan. Dastumet int bet e meur a c’heriadur evel re Guillevic & ar Gov, E. Ernault, F. Vallée. War ar gelaouenn Dihunamb ez eo bet diazezet ivez. N’en deus ket G.L. Guilloux ankounac’het lakaat gerioł bet klevet pe implijet gantań hag e-touez e dud hag e vignoned. Ul labour a-dalvoudegezh.

Gwerin 8 (dornskr. 92)

Gwerin 9 (dornskr. 93)

Gwerin 10 (dornskr. 94)

Levr 8 diviet

Levr 9 14,8 x 21cm - 196 p - 8 euro - 1998

ISBN 2-910699-25-0

Levr 10 14,8 x 21 cm - 327 p - 10 euro - 1998

ISBN 2-910699-30-7

En dastumad-mań e vez kavet teńzor hol lennegezh pobl dre gomz pe dre gan (kontadennoł, gwerzioł...). Roet e vez an testennoł en o skritur orin.

Gwrez an Trovanoł

Roparzh Broudig

14,8 x 21 cm - 144 p - 6 euro - 1991

Ur pesketaer a oa eus Roparzh Broudig, ur pesketaer hag ur skrivagner. E 1942 hag e 1956 ez eas gantań eil priz lennegel Breizh evit ur romant diwar e vuhez hag evit e holl varzhonegoł. “Gwrez an Trovanoł” a voe embannet un tammig a-raok dezhań mervel (1991). Istor ur veaj eo, hini Yann Vadeg aet nevez oa da vestr-pesketaer. Heuilhit e troioł-kaer betek aodoł Afrika. Ur romant etre faltazi hag eńvorennoł.

Heol an Ed-du

Aline Gleoneg

diviet

   

Histoire d'un interdit: le breton ą l'école

Claude an Du

diviet

   

Hor bara pamdiek

G.-L. Guilloux

21 x 29,7 cm - 270 p - 7 euro - stumm luc'heilet - 1992

Dizoloit amań buhez G.-L. Guilloux ha buhez ur barrez a Vro-Wened, Melrant, e deroł an ugentvet kantved. Savet eo bet ar skrid-se e gwenedeg klasel. Un testeni a–bouez ivez evit kompren buhez hon tadoł pe hon tadoł-kozh.

Istor ar yezhoł keltiek

Arzel Even

Levr 1 15,8 x 23,5 cm - 210 p - 15 euro - 1987

Levr 2 15,8 x 23,5 cm - 195 p - 15 euro - 1990

En oberenn-mań e kavor ar pezh a zo da c’houzout diwar-benn istor ar brezhoneg hag ar yezhoł keltiek all, o c’herentiezh etrezo ha gant ar yezhoł all, hag o doareoł pennań da bep maread eus o istor. Ul labour hep e bar. Talvoudus e vo d’an holl vrezhonegerien a fell dezho peurstudiań o yezh ha kregiń gant studi ar yezhoł keltiek all.

Jedoniezh ha mentoniezh, eilvet klas

Yann-Eozen Jarl

21 x 29,7 cm - 54 p - 3 euro - 1991

E Politeknik en deus Yann-Eozen Jarl graet e studioł. Lodenn gentań e labour war ar jedoniezh (evit an eilvet klas) a oa bet embannet er gelaouenn Hor Yezh en niverenn 158. Goude bezań gwelet enni an danvez studi hag ar c’heriaoueg e teuer gant al levr-mań d’al labour pleustrek.

Joseph Rousse, počte breton

Jakeza Le Lay

14,8 x 21 cm -  7 euro - 1995

ISBN 2-910699-09-9

Ur barzh eus Bro-Naoned e oa Joseph Rousse (1838-1909). Kalz en deus labouret en e vro evit adc’hanidigezh Breizh. Kinniget e vez dimp e vuhez hag e oberennoł gant Jakeza Le Lay diwar he c’hounskrid mestroniezh. Levr e galleg.

Kamp etrekeltiek ar vrezhonegerien (ar bloavezhioł kentań: 1948-1957)

Anna ar Beg

21 x 29,7 cm - 227 p -  6 euro - 1988

Kalz tud o deus klevet kaoz eus ar c’hamp-se a vez dalc’het bep bloaz e miz Gouhere abaoe 1948 hag en deus stummet kement a vrezhonegerien. Ur c’hounskrid mestroniezh eo ar studiadenn-mań. Talvoudek eo da gentań abalamour d’an dielfennań a ziskouez petore labour a veze graet gant izili ar gevredigezh-se, ha da eil abalamour d’an dielloł niverus a vez kavet ennań: luc’hskeudennoł, lizheroł, pennadoł kelaouennoł.

Kanaouennoł adal Tarzh-an-deiz betek Kuzh-heol

Manuel Marķa

Tr. Yann Jaouen

14,8 x 21 cm - 63 p - 5,50 euro - 1996

Brezhoneg gant/traduit par Yann Jaouen

Unan eus barzhed vrasań Galiza ez eo Manuel Marķa, savet e oberenn gantań e galizeg. Ne vezor ket souezhet e vefe bet heskinet Manuel Marķa gant ar galloud spagnol dindan Franco, ken e veze rediet da embann e skridoł e Bro-Bortugal. D’ar mare-se an hini eo e voe embannet e “Eurioł” gant P. J. Oswald e Pariz, galizeg ha galleg, hag e teuas da vezań anavezet e Breizh. Gant aotre P. J. Oswald e reas Yann Jaouen un droidigezh eus e varzhonegoł e brezhoneg. Nebeut war-lerc’h e varve Yann Jaouen (1950-1973) e Bilbao skoet gant ar c’hleńved. Graet eo an embannadur-mań e doujańs d’ar stourmer Manuel Marķa hag en eńvor hor c’henvroad Yann Jaouen.

Kendalc'h Keltiek Etrevroadel

21 x 29,7 cm - 143 p - 4 euro - 1986

 

Bras eo bet pouez ar C’hendalc’h Keltiek Etrevroadel en istor an darempredoł etrekeltiek. Talvoudus-kaer eo kejań ouzh hor c’hendirvi ha keniterved tramor, evit divizout gante eus an diaesterioł a sav e pep bro geltiek da lakaat ar sevenadur, ar yezh hag an ekonomiezh d’ober berzh. En div levrenn-mań e kavot ar prezegennoł a oa bet graet ha dielloł (luc’hskeudennoł, pennadoł kelaouennoł…) a-leizh diwar-benn Kendalc’h Keltiek 1981 a reas berzh-bras e Lannuon.

Komprenit an esperanteg

Merwen Runpaot

16,5 x 24,5 cm - 198 p - 7 euro - 1993

Muioc’h eget ur yezhadur eo al levr-mań, ur benveg da vont don e anaoudegezh ar yezh etrebroadel-se eo.

Kontadennoł a Vro-Skos

Roparz Hemon

14,8 x 21 cm - 114 p -  9 euro - 1996

ISBN 2-910699-07-2

Dastumet eo bet ar c’hontadennoł-mań e Bro-Skos e dibenn an naontekvet kantved. Kavet e vo meur a dra heńvel ouzh kontadennoł Iwerzhon pe Breizh. Grit anaoudegezh gant Finn pe gant ar Paotr e zilhad kroc’hen ha gant o zroioł-kaer ha burzhudus. E brezhoneg eeun.

Koutaisi

Rezo Gabriadze

Tr. Anna Mouradova

14,8 x 21 cm - 80 p - 3 euro - 1994

Testennoł gant Rezo Gabriadze, eus Bro-Jorjia – lakaet e brezhoneg gant Anna Mouradova. Un digarez da zizoleiń ul lennegezh nebeut anavezet.

Kroaz ar Vretoned

Gérard Cornillet

21 x 29,7 cm - 170 p - 8 euro - stumm luc'heilet - 1988

 

Kalz e vez klevet diwar-benn ar stourmoł evit ar brezhoneg a-hed an ugentvet kantved. Mar bez komzet kalz eus roll Gwalarn e vez dianavezetoc’h pouez ha stourmoł kelaouennoł all evel Kroaz ar Vretoned, a oa ur gelaouenn sizhuniek a stourme evit ar yezh (1898-1920). Setu pal ar studiadenn-mań: ober anaoudegezh gant ar re zo bet e penn ar gelaouenn, hag ar re o deus kemeret perzh enni; klask gouzout peseurt pouez he deus bet er stourm evit ar brezhoneg ha peseurt yezh a felle dezhi ober ganti.

L’instruction du peuple breton par le breton, et l’œuvre de Gwalarn

13,8 x 20 cm - 29 p - 2 euro - stumm luc'heilet - 1989

Advoulladur eus un diell talvoudus evit kompren labour Gwalarn.

La vie de Saint-Cunual / Buhez Konwal

Anne Certenais

14,8 x 21 cm - 69 p - 6 euro - 1999

ISBN 2-910699-32-3

Troet e oa bet an destenn e galleg diwar al latin gant Anne Certenais e 1993 evit he c’hounskrid mestroniezh. Betek neuze e oa manet dianav an destenn-se. Koulskoude e tegas ar skrid bev-buhezek-se sklźrijenn war kevredigezh ha kredennoł Bro-Dreger e-kerzh ar grennamzer uhel.

La vie de Saint-Gonéri / Buhez Koneri

Bernard Merdrignac

Tr. Cécile Méchain-Gilbert & Herve ar Bihan

14,8 x 21 cm - 51 p -  6 euro - 1999

ISBN 2-910699-35-8

Buhez ar sant a gaver enoret dreist-holl e Bro-Dreger hag e Bro-Wened.

La vie de Méen / Buhez Mewen

Christophe Poulain

diviet

   

Brezhoneg Lechiagad - 

Phonologie

Geriaoueg

André Sinou

Phonologie 14,8 x 21 cm - 101 p - 7 euro - 1999

ISBN 2-910699-34-X

Geriaoueg 14,8 x 21 cm - 140 p - 7 euro - 2000

Studier da Jean Gagnepain ha da Ber Denez, daou yezhoniour eus Skol-Veur Breizh-Uhel, e oa bet Andrev Sinou ha lakaet en doa en e sońj studiań don brezhoneg e vro orin, hini Lechiagad er vro Vigoudenn. E labour embannet amań en doa sachet evezh enklaskerien brudet evel W. Dressler ha J. Hufgard a zisklźrie: “Nous exprimons le vœu que cette étude importante soit publiée”.

Gant al levr-mań e kinnigomp eil lodenn labour Andrev Sinou diwar-benn brezhoneg Lechiagad. Amań e kavor gerioł pe troiennoł bet dastumet gantań e Lechiagad ivez. Siwazh dimp e oa deuet an Ankoł da falc’hat anezhań re abred a-raok m’en defe amzer da beurechuiń e labour. Daoust da gement-se e vo talvoudus al labour-mań koulz d’ar furcher, koulz d’ar studier.

Le breton de Malguenac - Quelques aspects

Erwan Le Pipec

14,8 x 21 cm - 125 p -  8 euro - 2000

ISBN 2-910699-40-4

Ul labour mestroniezh e oa al levr-mań e penn-kentań. Kaset e oa bet da benn gant Erwan Pipeg e Skol-Veur Roazhon 2 – Breizh-Uhel e 1998. Kinnig a ra dimp amań e rannyezh, brezhoneg Malgeneg. El labour pizh-mań ez a d’ar soniaduriezh ha d’ar pouez-mouezh en ur studiań ar c’heńver etre yezh komzet ha yezh skrivet. Lakaet en deus kartennoł a-leizh da skeudennaouiń ha da aesaat e zisplegadennoł.

Le vannetais unifié

Roperzh ar Mason

14,8 x 21 cm - 23 p - diviet

Ul levrig a ro un nebeud reolennoł da heuliań evit skrivań ar gwenedeg hervez ar reizhskrivadur peurunvan. Kavet e vo ennań: distagadur gwenedek ar peurunvan, ar stummoł unvan da implij e gwenedeg hag ar stummoł rannyezhel da zegemer er varzhoniezh. Savet eo bet gant unan eus gwellań skrivagnerien Bro-Wened.

Lec'hioł mojennel Breizh

Gwennaelle Fleur

14,8 x 21 cm - 110 p -  5 euro - 1995

ISBN 2-910699-12-9

Ul levrig dudius gant skeudennoł liv diwar-benn lec’hioł brudet Breizh, eus Kador an Drouized da Doull an Diaoul, peadra da gaout un tańva eus hor mojennoł ha da gantreal dre ar vro e-pad ar vakańsoł. Chomlec’hioł letioł ha pretioł mat a gavor ivez.

Les contes de Luzel

Joseph Ollivier

14,8 x 21 cm - 292 p - 12 euro - 1995